Kreskiñ a ra c’hoazh Yezhoù ha Sevenadur, cheñch a ra ar savadurioù hag erruout a ra kevredigezhioù nevez. Abaoe warlene es eus bet graet kalz labourioù : livadur, aozañ ha lakaat moketenn er savadur B ; staliañ parked ispisial er sal dañs e-kichen ar predva, sevel privezioù nevez er savadur D, livadur e kouskva ar skolaj, …
Fellout a ra deomp kinnig ur greizenn blijus, hogen chom a ra un nebeud labourioù d’ober peurgetket livadur. Evit en ober, ezhomm hon eus un taol sikour. Ne vern m’oc’h un artizan a-vicher pe ul livour Sul, degemeret e vo ho sikour gant plijadur.
Dafar zo war al lec’h (livaj, barroù ha rolloù-livañ, skeul, dafar kempenn…), n’eus nemet da zegas gwiskoù evit livañ. Gallout a rit dont gant mignoned, plijusoc’h e vefe ha graet e vo al labour buanoc’h evel-se.
Ma fell deoc’h dont er-maez eus eurvezhioù burev, trugarez deoc’h da vont e darempred ganeomp evit fiziout alc’hwezioù ennoc’h ha displegañ pelec’h emañ an dafar. M’ho pefe goulennoù, na chomit ket etre daou, kit e darempred ganeomp : 07 82 70 15 14 – yezhou@yhs.bzh