Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Kinnig labour – Diwan

Kinnig labour – ASEM – Diwan Sant-Ervlan

 

Kefridi :

Dindan kiriegezh renez/skolaer ar skol, e viot e karg

  • Degemer bugale ar c’hlasoù divyezhek (tro dro 18 bugel evit ar re vihan).
  • Aozañ obererezhioù pedagogel.
  • Ober war dro ar vugale ha plediñ ouzh o surentez.
  • Ambroug ar vugale e deskerezhioù ar vuhez pemdez hag an emrenerezh.
  • Doujañ ouzh ezhommoù ar vugale : Plediñ ouzh yec’hederezh, mareoù diskzuizhañ.
  • Aozañ ha naetaat ar sal-klas hag an dafar implijet gant ar vugale.

Dindan kiriegezh AEP Diwan Sant-Ervlan, e viot e karg ober war dro ar mareoù troskol da greisteiz ha mareoù obererezhiom troskol, da lavaret eo :

  • Ambroug hag ober war dro surentez ar vugale.
  • Aozañ ha buheziñ an obererezhioù : steuñviñ, lakaat e pleustr, merañ an dafar.
  • Merañ surentez ha yec’hederezh ar vugale : Doujañ d’ar reoladoù yec’hederezhles normes d’hygiène et de sécurité.

Doare den :

  • Divyezhek galleg brezhoneg
  • TMF bugaligoù
  • Stummadur DABU
  • Stummadur sikourer

Trugarez da gas ho emstrivadur (CV ha lizher emginnig) da Vincent Delarue : v.delarue@live.fr (07 85 38 54 69)