Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Distro stajidi Skol an Emsav

D’al Lun 5 a viz Gwengolo eo bet kroget ar stummadur 6 miz. Kejet hor boa gant ur strollad nevez leun a startijenn gant kalz raktresoù ha sichant-kenañ. O teskiñ brezhoneg e vimp a-hed 6 miz a-drugarez d’ar stummerien disheñvel hag a-feson.

Laouen omp o tegemer anezho e Yezhoù ha Sevenadur hag e roimp keloù a-wechoù a-hed ar bloaz.

Dedennet oc’h gant ar stummadur ?
Moaien zo da genderc’hel gant ur stummadur 3 miz ouzhpenn evit mont pelloc’h gant ar yezh adalek miz Genver.

Na chomit ket etre daou ha kit darempred gant Skol an Emsav dre bellgomz 02 99 38 75 83 pe dre bostel degemer@skolanemsav.bzh

/// Ouzhpenn-se \\\
Bez ez eus kentelioù sizhuniek e Roazhon pe a-bell.

Evit gouzout hiroc’h : http://www.skolanemsav.bzh/