Evit lidañ 10 vloaz ar gouel-meur “Les Zef et mer” e vo kinniget ur c’hilsell luc’hskeudennel gant Myriam Jégat en hor C’hreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur.
A-hed he buhez e klaske Myriam Jégat da zastum koun hag eñvor kanerien ha kanerezed, kontourien ha konterezed, sonerien ha sonerezed, skrivagnerien ha skrivagnerezed dre he c’hamera : ur sell pinvidik-meurbet diwar-benn ar sevenadur breizh.
Rannañ ar binvidigezh-se a zo pal an diskouezadeg. Deuit niverus etre d’ar 6 a viz Kerzu hag an 13 a viz Genver.
Eus al Lun betek ar Gwener 10e – 5e noz