Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Mizvezh ar Brezhoneg

Evel bep bloaz, setu miz Meurzh ha setu Mizvezh ar Brezhoneg gantañ.

Evit luskañ ar yezh ha rannañ he finvidigezh e vo kinniget deoc’h atalieroù, abadennoù, prezegennoù gant kevredigezhioù a bep seurt… kalz darvoudoù tro-dro d’ar brezhoneg hag e brezhoneg d’ar peurliesañ.

Setu ar programm !

  • D’ar Sadorn 2 – 5e goude merenn e Gwinieg Breizh (ZAD) : Prezegenn ha Fest-noz 

Prezegenn gant kazetenerien Splann war “kazetennerezh enklask e Breizh”. 
Fest-noz ha sonadegoù gant : Litha, Berrjul, Maela et Anouk, Aguesse / Sparfell, Kerneur / Gautier 

Evit amprouiñ ha prizañ ar c’hoarioù e framm gouel-meur ar c’hoarioù Sant-Ervlan 

  • D’ar Meurzh 12 – 10e / Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan : Prizioù ar vugale 

Lid-roidigezh ar prizioù e brezhoneg buhezet gant bugale ar skolioù hag ar skolajoù divyezhek

Beilhadeg heñchet gant an arzourez Caroline Foulonneau evit rannañ kanaouennoù eus broioù disheñvel – e framm gouel-meur Eurofonik 

  • NULLET / D’ar Yaou 14 – 6e noz / Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan : Taolenn an Hin 

Un abadenn diwar-benn an endro aozet gant Kentelioù an Noz 

Abadenn divyezhek (gant dafar jubenniñ) filmet et enrollet e Naoned evit bezañ skignet da c’houde war France 3 Breizh

Al livourez a ginnigo he labour a-raok ur brezegenn gant Jean Guiffan diwar-benn “An enlivadurioù iwerzhoneg e VIet / IXet kantvet”

  • D’ar Sadorn 16 – 10e vintin / Naoned ha Sant-Ervlan : Dorioù-digor skolioù Diwan 

Fellout a ra deoc’h dizoloiñ ar c’helenn Skolioù Diwan ?

  • D’ar Sadorn 16 – 10e vintin / Naoned : Dorioù-digor Skolaj divyezh Rutigliano 

Fellout a ra deoc’h dizoloiñ ar c’helenn Skolaj Rutiglianno ?

Bodad lenn e brezhoneg dreistordinal. Laouen e vimp o tegemer Koulizh Kedez, skrivet gantañ “Va Yezh din-me”. 

Prezegenn ha kejadenn diwar-benn stad ar yezhoù minorelaet e Frañs gant ar barzh brezhonek Koulizh Kedez, skrivet gantañ « Va Yezh din-me » ha gant ar c’hazetenner Michel Feltin-Palas.

E framm gouel-meur Eurofonik / gant Mouvman Alé

Deuit da selaou ar Ramoneurs de Menhir evit lidañ Gouel Padrig ! 

Kejadenn evit c’hoari gant Kwizz GeoGuessR ha Skribble.io gant Tiez ar Vro enlinenn / Digor d’an holl. 

Kit war hor chadenn YouTube evit pleustriñ : KLIKIT

Tañva d’ar sonerezh evit ar vugale e brehzoneg. Buhezet e vo gant Valerie, kuzulierez ar gevredigez hag ATSEM er skol Diwan St-Ervlan. 

  • D’ar Meurzh 26 – 8e noz / Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan : Nozvezh troioù-lavar Gallaoueg / Brezhoneg 

Deuit kemer perzh gant Yves Bourdaud ha Patrick Dreano

Un abadenn aozet gant Kentelioù an Noz. Haï don ! Deomp de’i !

  • A hed-ar miz / facebook brezhonegevitarvugale : Ur ger bemdez 

war : https://www.facebook.com/brezhonegevitarvugale


Klikit war ar skeudenn evit gwelout ar stumm paper