Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

10/10/2024 – 20/12/2024 – Diskouezadeg “Marcelle ha Añjela”

Div varzhez eus an XXvet kantved eo Marcelle Delpastre hag Añjela Duval. An hini gentañ a zo okitanadez, eben a zo eus Breizh. An div a oa stourmerezed o yezh hag o douar.
An diskouezadeg a ginnigo deoc’h ober anaoudegezh gant oberennoù ha buhez an div vaouez pouezus-mañ e-keñver ar varzhoniezh a-vremañ e yezhoù rannvroel.

E framm gouel-meur Les Celtomania

Diskouezadeg ijinet gant Rhizhomes ha produiñ gant Levraoueg Penn-ar-bed.

Digor d’an holl.
Digoust.

12 bali an Angevinier – 44800 – Sant-Ervlan
Eus al Lun betek ar Gwener 10e – 5e noz ha d’ar Sadorn 10e – 1e goude merenn

Titouroù : 07.82.70.15.14 / yezhou@yhs.bzh

Roll an abadennoù liammet gant an diskouezadeg :

D’ar Gwener 18 a viz Here 2024 – 7e noz – Maison de quartier de Doulon – Arvest

“Le Chant Végétal”, kanadeg varzhoniel ha sonerezh evit klevout galloud ha kaerded verb Marcelle Delpastre.
Arvest savet gant Juliette Kempf, compagnie Le Désert en Ville.
Digor d’an holl / enskrivadur aliet war Allonantes e 02 40 41 9000

D’ar Yaou 14 a viz Du 2024 – 8e noz – Centre Culturel Yezhoù ha Sevenadur – Sonadeg

Sonadeg gant ar strollad SARAÏ : Sophie Cavez à l’accordéon diatonique, Baltazar Montanaro au violon baryton et Juliette Minvielle au chant.
Sonadeg e Okitaneg – 10€ / enskrivadur aliet 07 82 70 15 14

D’ar Gwener 15 a viz Du 2024 – 7e noz – Salle associative du complexe sportif du Vigneau – Bal Folk

Deuit da zañsal gant an triad Saraï, an daouad Blain/Poulossier hag an daouad Hip-Noz gant Frederik Bouley ha Gwenaël Quiviger.
7e tañva dañs ha 8e30 bal / fest-noz – 10€ / enskrivadur aliet 07 82 70 15 14

D’ar Meurzh 10 a viz Kerzu 2024 – 8e noz – Centre Culturel Yezhoù ha Sevenadur – Beilhadeg barzh

Lennadenn teiryezhek (galleg, brezhoneg hag okitaneg) gant Annaïg Le Naou, Juliette Kempf, ha Monique Burg.
10€ / enskrivadur aliet 07 82 70 15 14