“C’hoant Breizh” gant Gilles Tenoux hag al laz-kanañ Kan ar Vro
Ar re a zo o vevañ e Breizh a zo lorc’hus, ar re o doa kuitaet anezhi a fell dezho distreiñ di, ar re n’anavezont ket anezhi a ijin. Bro binvidik, bro baour, bro binvidik adarre… Sevenadur Breizh a verk don ar speredoù.
“C’hoant Breizh” a ginnig pinvidigezh sevenadur Breizh ha reiñ a ra alioù d’an dud en em sant Breizhad pe d’an dud a fellfe dezho bezañ Breizhad. Ar skrivagner Gilles Tenoux a zeuio d’hor C’hreizenn da rannañ karantez e vro ganeomp.
Degemer a raimp al laz-kanañ “Kan ar Vro” a gan e brezhoneg a zo Gilles Tenoux ennañ ivez evit klevout ur sonadeg kanet diwar e levr skeudennoù.
Un nozvezh “Gouloù zo” kenaozet gant an Ajañs Sevenadurel Breizhek 44