Folk-noz Breizh-Occitània
Evit ar wech kentañ e kenlabour Yezhoù ha Sevenadur gant ar gevredigezh à deux bals, anavezet gant dañserien ha dañserezed Naoned, evit un nozvezh dibar war-dro an dañs hag ar sonerezh !
Da-heul sonadeg an neizheur e kinnigo deomp an triad Saraï o sonerezh da zañsal etre folk ha dañsoù okitania ! An daouad Poulossier-Blain, nevez war tachenn sonerezh Vreizh, hag an daouad Hip-Noz gant Frederik Bouley war ar violoñs ha Gwenaël Quiviger war ar voest an diaoul, a vo e karg eus al lodenn fest-noz.
Deuit da zañsal ! Vienetz dançar !
Sonadeg e complexe sportif du Vigneau à Saint-Herblain.
Titouroù : yezhou@yhs.bzh – 07.82.70.15.14 – 10€
Bilhiji : war HelloAsso : https://www.helloasso.com/associations/yezhou-ha-sevenadur/evenements/sonadeg-concert-en-langue-d-oc-sarai