Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Gouloù Zo : Brezhoneg e Liger-Atlantel

Merket eo bet ivez bed ar yezh Bro-Naoned gant donedigezh ar Vretoned hag o yezh en Arvorig.  Hervez testeni istorel e veze komzet bemdez ar brezhoneg e Naoned er Grennamzer. Chomet e oa ar yezh muianiver e gourenez Gwenrann betek penn kentañ an XXvet kantved, ar pezh a vez santet kreñv el lec’hanvouriezh lec’hel.

 Tost da 1000 skoliad e 27 skol divyezhek a ra war-dro dazont ar brezhoneg el Liger-Atlantel hiriv. 

Anton Chatelier, klasker e Roazhon 2 ha Visant Roue, rener ar Pol studi ha diorren en Ofis Publik ar Brezhoneg, a zeuio da sklêrijennañ diwar-benn an istor-se, e vremañ hag e zazont. 

 Prezegenn e brezhoneg gant ur servij jubenniñ. 

Nozvezh kenaozet gant an Ajañs Sevenadurel Breizhek 44 & an OPAB

E framm Mizvezh ar Brezhoneg,

E Kreizenn Sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur
12 bali an Añjvinier
44800 Sant-Ervlan
yezhou@yhs.bzh / 07 82 70 15 14

 

Date

04 Meu 2025

Time

20 h 00 min - 20 h 00 min

Location

Centre culturel Yezhoù ha Sevenadur
Category

Organizer

Yezhoù ha Sevenadur
Phone
07 82 70 15 14
Email
yezhou@yhs.bzh

Other Organizers

Agence Culturelle Bretonne de Loire-Atlantique