Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Gouloù zo : Amelik & Mouss’

E framm Mizvezh ar Brezhoneg 2025

O tisoñjal an harzoù douaroniel ha sevenadurel emañ Amelik o kanañ e brezhoneg en ur seniñ oud eus ar Reter Kreiz. Gant ar meskad ken souezhus ha ken strobinellus he doa gounezet leurenn-lañs ar Gouel Broadel ar Brezhoneg e 2023 e rummad amatourien.ezed. Daou vloaz diwezhatoc’h e teuio da seniñ oud ha da ginnig he c’hanaouennoù personel e Yezhoù ha Sevenadur. Un arzourez o tiorren da vat eo hag a gendalc’h da wellaat e deknik sonerezh gant meur a gejadenn hag a veaj, e Turkia da skouer

E-kerzh ur sonadeg vras e framm bloavezh nevez Berbère 2024 he doa graet anaoudegezh gant an derboukist Mouss. Un daouad Britto-Berbère a oa bet ganet.

Nozvezh kenaozet gant an Ajañs Sevenadurel Breizhek 44

E sal an diskouezadegoù
10€
Evit mirout : https://www.helloasso.com/associations/yezhou-ha-sevenadur/evenements/sonadeg-concert-amelik-et-mouss

 
E Kreizenn Sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur
12 bali an Añjvinier
44800 Sant-Ervlan
yezhou@yhs.bzh / 07 82 70 15 14

Date

18 Meu 2025

Time

20 h 00 min

Location

Centre culturel Yezhoù ha Sevenadur
Category

Organizer

Yezhoù ha Sevenadur
Phone
07 82 70 15 14
Email
yezhou@yhs.bzh

Other Organizers

Agence Culturelle Bretonne de Loire-Atlantique