Setu un destenn eus Tangi Manac’h, prezidant abaoe 2016. ” Demat, Goude c’hwec’h vloaz o vezañ Prezidant Yezhoù ha Sevenadur em eus divizet paouez gant ar garg-mañ. E-pad an emvod-meur diwezhañ, Stefan Geffroy an hini eo a zo bet dilennet gant ar c’huzul-merañ. Fiziañs ‘m eus ennañ evit derc’hel da […]
Yearly Archives: 2022
Evit lidañ 10 vloaz ar gouel-meur “Les Zef et mer” e vo kinniget ur c’hilsell luc’hskeudennel gant Myriam Jégat en hor C’hreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur. A-hed he buhez e klaske Myriam Jégat da zastum koun hag eñvor kanerien ha kanerezed, kontourien ha konterezed, sonerien ha sonerezed, skrivagnerien ha […]
Ar Greizenn Sevenadurel Breizhek a zegemer bep Yaou pe bep Gwener Kentelioù da Anne Bossard. https://www.pascaljaouen.com/
Ur gevredigezh dañs Samba eo Timba ‘Son Ar gelennerien : Rudy et Kelly. Dañsourien entanet eo Rudy ha Kelly. Brudet-meurbet int e Naoned abaoe 10 vloaz dija. A-drugarez dezho e c’hellot dañsal ha deskiñ meur a deknik gant plijadur. D’ar Meurzh 7e30-8e30 noz : Kentelioù salsa eus Kuba evit an deraouidi (« […]
Kinniget eo gant ar gevredigezh EtCeltera kentelioù ha stajoù dañs Bro-Iwerzhon. Savet eo bet gant ar gevredigezh ur skipailh kevezadeg hag ur strollad arvest a dañs er rannvro (ha pelloc’h !…). Mathilde Rio, coach ha korollourezh, a ra war dro ar strollad arvest ha skipailh kevezadeg. Labourat a ra gant […]
Ar Greizenn Sevenadurel Breizhek hag ar c’h/ KDSK a vo digor d’ar Sadorn 17 ha d’ar Sul 18 a viz Gwengolo e framm Devezhioù ar glad. An tem dibabet er bloaz-mañ a zo “ar Glad padus”. Mediaoueg KDSK a vo digor d’ar foran diouzh ar Sadorn hag ar Sul evit kinnig e […]
D’al Lun 5 a viz Gwengolo eo bet kroget ar stummadur 6 miz. Kejet hor boa gant ur strollad nevez leun a startijenn gant kalz raktresoù ha sichant-kenañ. O teskiñ brezhoneg e vimp a-hed 6 miz a-drugarez d’ar stummerien disheñvel hag a-feson. Laouen omp o tegemer anezho e Yezhoù ha […]
Setu distro-skol ar c’hevredigezhioù e Yezhoù ha Sevenadur. Meur a zudi a zo kinniget bep bloaz en hor c’hreizenn : kentelioù e brezhoneg evel-just ha kan, sonerezh, dañs, yoga, broderezh… Kavout a reot a-is roll an obererezhioù reoliek, dreist-holl sizhuniek, kinniget en distro-skol 2022-2023 : D’AL LUN Bodad komz e […]
« Goulou zo » en breton signifie « il y a de la lumière » Goulou a vo en hor C’hreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur d’ar Meurzh. Nozvezhioù a-feson a vo kenaozet gant an ASB44 abaoe meur a vloaz dija. Ar programm miz Gwengolo / miz Kerzu a zo erruet Evit lenn […]
Evit kregiñ hon c’houlzad sevenadurel nevez e tegemerimp al livour Gaël Kasprzak gant e labour diwar-benn an “Dour mor”. D’ar 5 a viz Gwengolo betek an 2 a viz Kerzu e c’hellot dizoleiñ livadurioù an arzour a-wechoù en ur stil skeudenniñ a-wechoù difetisoc’h. A-drugarez d’ar soutilded-se e c’hellot splujañ e-barzh an […]
C’hoarioù kentañ a vo dalc’het e kreiz-kêr Naoned adalek ar 1añ betek an 10 a viz Gouere 2022. Muioc’h a 100 000 den a zo gortozet d’ar gouel dreistordinal-mañ. Kinniget e vo kenstrivadegoù sport (paledoù, sachañ war an tortis, bannañ ar voutellenn blouz, mell-droad ouezelek…) ouzhpenn darvoudoù sevenadurel (sonadegoù, festoù-noz, […]
5 bloaz zo e oa c’hoazh ur sapre chanter e savadur Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan… Hag un nebeut mizioù war-lerc’h e oa digoret mediaoueg nevez KDSK ! Hiziv an deiz ez eo implijet war ar pemdez an 3600 m2 a savadurioù merret gant Yezhoù ha Sevenadur […]
Kregin a ra Fête de la Bretagne / Gouel Breizh hiriv – betek 22 a viz Mae ! An dibenn-sizhun-mañ : Festival ANNE De BRETAGNE e Sulieg / Diskouezadeg el levraoueg, lazoù-kanañ, fest-noz, hag all.
E-pad tost 4 bloaz eo bet Ewan Thebaud kenurzhier YhS. Plijet omp bet gant e labour a-feson, e zibresded hag e vadelezh. Raktresoù all a zo gantañ bremañ. Kalz a blijadur hag a verzh a hetomp dezhañ. Trugarez vras dezhañ evit ar pezh en deus graet evit Yezhoù ha Sevenadur. […]
Miz Meurzh a zo Mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg : abaoe c’hwec’h vloaz dija ! Diskouezadegoù, kejadennoù, prezegennoù, c’horioù ha kalz traoù disheñvel tro-dro ar brezhoneg evit kehentiñ diwar-benn hon yezh ha rannañ hon sevenadur. Ar bloaz-mañ a vo puilh ha liesseurt e Liger-Atlantel c’hoazh. Goulennit ar program […]
Mizvezh ar Brezhoneg a glask treuzkas ar brezhoneg ha kehentiñ diwar-benn ar yezh. Da skouer, penaos deskiñ ar brezhoneg ? A-hed Mizvezh ar Brezhoneg meur a skol Diwan a zigor o dorioù. “E Diwan en em zispak hor skolidi eus ar skol-vamm d’ar c’hlas termen e brezhoneg penn-da-benn. Kevratet gant […]
Disadorn, d’an 19 a viz C’hwevrer e vo an deiz-ha-bloaz ispisial : kant vloaz ar radio ! AlterNantes FM a pedo ac’hanoc’h er Greizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur evit lidañ an darvoud : abadennoù radio dibar, diskouezadeg dedennus evit displegañ istor ar radio, kejadennoù gant tud a-feson. Deuit er […]
Emaomp o klask ur G.C’HENURZIER.EZ SEVENADUREL KEFRIDI : Dindan karg ar Prezidant ha gant asant Burev ar gevredigezh e vo : – kendivizer.ez ar c’hevredigezhioù degemeret war an dachenn. Respont da c’houlennoù an dud ha frammoù an diavaez. Sevel ha hizivaat steuñv oberennoù reoliek pe boentel ar c’hevredigezhioù, embregerezhioù, […]