Patati zo ur raktres anezhañ, gant ar c’hoant da zigeriñ ur greizenn dudi brezhonek e Bro-Naoned. Diwar c’houlenn tud skol Diwan Sant-Ervlan eo bet ganet ar gevredigezh. He fal eo, diskoulmañ kudennoù diwall bugale ar skol da Verc’her ha gallout kinnig d’an holl vugale a oar brezhoneg hag a zo […]
Kevredigezhioù diabarzh
Abaoe ar 1añ a viz Genver 2024 e tegemeromp an OPAB Ar statud Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB) zo anezhañ un Diazezadur Publik a Genlabour Sevenadurel (DPKS). Un aozadur ofisiel eo, bet savet gant ar Stad, Kuzul-rannvro Breizh, Kuzul-rannvro Broioù-al-Liger ha kuzulioù-departamant Penn-ar-Bed, ar Mor-Bihan, Aodoù-an-Arvor, an Il-ha-Gwilen hag al […]
E 2019 e oo ganet Radio Naoned. Skourr Radio Kerne e Bro-Naoned eo, met ivez ar media hollvrezhonek kentañ e Liger-Atlantel. Radio Kerne a skign dre gwagennoù FM Penn-ar-Bed abaoe 1998. Klevet e vez e brogrammoù 100% e brezhoneg eus dorioù An Oriant da Vrest dre ar 90.2, 92.0 ha […]
Deskiñ ha dudi e brezhoneg evit an dud deuet Er bloaz 1969 e oa bet savet Skol an Emsav (SAE) evel un aozadur sevenadurel gant Pol Kalvez, Bernez Rouz, Lukian Kergoat, Martial Ménard, Yann Guillamot ha Tangi Louarn. Kelenn brezhoneg eus un tu ha brudañ ar yezh hag ar sevenadur […]
Kentelioù an noz a zo ur gevredigezh a ginnig kentelioù hag obererezhioù e brezhoneg d’an oadourien, krennarded pe bugale. Kentelioù brezhoneg Kinniget e vez kentelioù evit an oadourien adalek fin miz Gwengolo betek fin miz Even. Padout a reont 1e30 bep sizhun (estreget ar vakañsoù hag an deizioù […]
Skolaj Diwan Liger Atlantel 12 bali an añjevinier 44800 Sant-Ervlan Titouroù : skolaj.sant-ervlan@diwan.bzh Kuzul skoazell Blog skolajidi
Skingomz. 2 frekañs FM : 98.1 e Naoned ha 91 e Sant-Nazer. AlterNantes FM 12 avenue de l’Angevinière 44800 Saint-Herblain www.alternantesfm.net
Dre ar brezhoneg pe dre ar galleg e c’hellit dizoleiñ pinvidigezh dalc’had KDSK, Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek. An holl zañvez lennegel embannet e brezhoneg hiziv an deiz a ya d’ober darn pouezusañ an dalc’had, a zo digor ivez war lennegezh Breizh e galleg ha war lennegezh an holl yezhoù keltiek […]
Mikro-magouri e brezhoneg. Ur gevredigezh diouzh lezenn 1901 eo Youn ha Solena. He fal eo diorren ha merañ lec’hioù degemer ar vugaligoù. Ar soñj da sevel ur vikro-magouri zo deuet war wel evel un elfenn ret, ur mailh a vanke er pezh a vez kinniget abaoe pell e brezhoneg d’ar […]
Digoret eo d’an holl familh. E brezhoneg e vez graet an deskadurezh. Digoust eo ar skol ha digor d’an holl. Skol Diwan Sant-Ervlan 2bis alez Henri Farman 44800 Sant-Ervlan 09 84 03 03 07 skol.sant-ervlan@diwan.bzh Lec’hienn internet : www.diwan-santervlan.fr