Keleier
E luc’hskeudennerez en e zorn, aet e oa Lévénès de Kleden-Poc’hêr da gejañ gant dañserien kelc’hioù keltiek er 5 departamant Breizh evit tapout poltredoù dañserien. Brav-eston eo an disoc’h ! Pep luc’hskeudenn a vez adwelet ha frammet goude-se. Gant al labour dreistordinal-se, n’ouzer ket mui hag-eñ e vez anv eus […]
Eñ zo emañ, tomm-gor eo, fresk-flamm eo, en em ober a raio diouzh hoc’h imorioù evit plijadur deoc’h ! Lennadenn vat ha mirit an deiziadoù adalek bremañ ! Klikit war ar skeudenn evit ober anaoudegezh gant ar programm nevez
Un diskouezadeg hag a pad 3 sizhunvezh. Abadennoù ha meuleudioù plijus Abadennoù aozet evit skolajidi e Gutenberg hag e Diwan Ur weladenn heñchet evit tud kozh “Espaces et vie”. Ul lid-digeriñ puilh hag e sonerezh ! Un abadenn radio diwar-benn Tolkien hag ar bedoù faltaziek gant Alan Dipode troer Hobbit […]
Evit gouzout hiroc’h diwar-benn nozvezh hon distro, klikit war al luc’hskeudenn-se 🙂 fotoioù : Aude Merrien-Maas
Div varzhez eus an XXvet kantved eo Marcelle Delpastre hag Añjela Duval. An hini gentañ a zo okitanadez, eben a zo eus Breizh. An div a oa stourmerezed o yezh hag o douar.An diskouezadeg a ginnigo deoc’h ober anaoudegezh gant oberennoù ha buhez an div vaouez pouezus-mañ e-keñver ar varzhoniezh […]
Eus an 13 a viz Gwengolo d’an 8 a viz Here 2024 Livus ha barzhonius eo bed keltiek ha hudek Bruno Brucero. E livadurioù a drugareka speredoù an natur, eus Breselien da Avalon. Implijout a ra teknikoù hengounel evel an akrilik hag an dourliverezh gant pizhder. Kreñv eo danvez e […]
Meur a gevredigezh o deus dibabet hor c’hreizenn evit pleustriñ ha kinnig o abadennoù : kan, sonerezh, dañsoù ha kentelioù brezhoneg… Kavout a reot a-is roll an obererezhioù reoliek, dreist-holl sizhuniek, kinniget en distro-skol 2024-2025 : M’ho peus dedennet evit feurmiñ ur sal pe kaout muioc’h a ditoutoù, kit e […]
Setu erruet hon programm sevenadurel miz Gwengolo – miz Kerzu. Taolit ur sell warnañ ! Klikit war ar skeudenn evit lenn ar programm
ASTENN HON DISKOUEZADEG betek ar 5 a viz Gouere C’hwitet ho peus diskouezagdeg “Etre lann ha goemon, kizidigezh ouzh Breizh ouez”, chom a ra deoc’h ur sizhunvezh evit gwelet anezhi. Evit an hollDigoustD’al Lun eus ar Gwener etre 10e he 5e E Kreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur12 bali an […]
D’al Lun 20 a viz Mae e vo devezh tremen Ar Redadeg. Un devezh leun et plijus a vo, sur ha n’eo ket marteze : 10h10 : km Kreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur → emgav Rue Zambèze 10h00 : Degemer skipailh Ar Redadeg ha kafe evit an holl —> […]
Abaoe 40 vloaz e rann ar gevredigezh Luc’hskeudennerien Loened Breizh kaerded ar vuhez dre boltredoù. Evit al laboused, ar bronneged, ar pesked, ar bleunioù hag an amprevaned e chom o buhez ouez daoust da gresk ar boblañs. “Etre lann ha goemon, kizidigezh ouzh Breizh ouez” a zo o pevare levr.Al […]
Eus ar 15 a viz Meurzh 2024 e Yezhoù ha Sevenadur Betek ar 26 a viz Ebrel Digor d’an holl – DigoustEus al Lun betek ar Gwener 10:00-17:00 Kreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur12 bali an Añjevinier44800 Sant-ErvlanTramway ligne 3 Sillon de Bretagne / Bus 50 & 54 Angevinière Renseignement […]
Un aergelc’h nevez a oa er greizenn ar mintin-mañ. Met petra a zo bet cheñchet ? Loc’h a zo ennomp o kinnig deoc’h hon asagn nevez staliet evit bezañ gwelusoc’h ha degemerusoc’h. Donemat e Kreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur Sant-Ervlan
Evel bep bloaz, setu miz Meurzh ha setu Mizvezh ar Brezhoneg gantañ. Evit luskañ ar yezh ha rannañ he finvidigezh e vo kinniget deoc’h atalieroù, abadennoù, prezegennoù gant kevredigezhioù a bep seurt… kalz darvoudoù tro-dro d’ar brezhoneg hag e brezhoneg d’ar peurliesañ. Setu ar programm ! Prezegenn gant kazetenerien Splann […]
Adalek an 12 a viz Genver 2024 e c’hellot gweladenniñ hon diskouezadeg nevez diwar-benn “He Yifu, o tremen dre Vreizh”. He Yifu a oa ul livour sinaat bet o chom e Breizh eus 1992 betek e marv e 2008. Kouezhet e oa bet e karantez gant ar vro ha livet […]
SERRET E VO AR GREIZENN Eus an 23 a viz Kerzu betek an 2 a viz Genver Addigoradur an trede a viz Genver 2024
Laouen e oamp o tegemer Aude de la Mettrie, stajiadez Skol an Emsav. Kinnig a ra he raktres : “Kroget em boa stummadur Skol an Emsav e miz Gwengolo e Dinan. Huñvreal a ran ul lec’h leun a brezhoneg e Dinan. Kalz tud vez komzet brezhoneg e kêr Dinan pe […]
D’al Lun 4 a viz Gwengolo hor boa kejet gant stajidi nevez ar stummadur hir Skol an Emsav. Tud plijus-kenañ eo gant buhezioù ha fromadennoù disheñvel ha gant ur pal heñvel : deskiñ ha treuzkas ar yezh. Ur stummadur a-feson a vo hag ur bloavezh plijus-kenañ, sur ! Skipail 2023-2024 […]
« Goulou zo » en breton signifie « il y a de la lumière » Goulou a vo en hor C’hreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur d’ar Meurzh. Nozvezhioù a-feson a vo kenaozet gant an ASB44 abaoe meur a vloaz dija. Ar programm miz Gwengolo / miz Kerzu a zo erruet Evit lenn […]
Diskouezadeg eus an 2 a viz Mae betek an 30 a viz Even gant ASB44 Digor d’an holl. Digoust Paul Corbineau, kizeller emzesket, a blij dezhañ daouhanteriñ e c’houiziegezh holloueziadurel diwar ar c’hoad hag ar gwez. Benoit Lesne a zo ul livour awenet gant ar glazadur. André Guery a zo […]
Diskouezadeg eus ar 7 a viz Meurzh betek ar 28 a viz Ebrel gant Dastum Bro Dreger Digor d’an holl. Digoust. 12 bali an Angevinier – 44800 – Sant-Ervlan Eus al Lun betek ar Gwener 10e – 5e noz ha d’ar Sadorn 10e – 1e goude merenn Titouroù : […]
Miz Meurzh a zo Mizvezh ar Brezhoneg Setu ar programm ! Dibenn-sizhun ar 25-26 a viz C’hwevrer : Penc’herieg – Staj brezhoneg aozet gant Kentelioù an Noz Meurzh 28 a viz C’hwevrer : AlterNantes – 91 FM & 98.1 FM : Devezh gouestlet da yezhoù Breizh (e galleg) Merc’her […]
Abaoe meur a vloaz Miz Meurzh a zo Mizvezh ar Brezhoneg. Kalz darvoudoù a dalc’het a-hed ar miz e Liger-Atlantel evit treuzkas hor yezh ha rannañ hor sevenadur : diskouezadegoù, kejadennoù, prezegennoù, c’hoarioù, tañva d’ar yezh… Ur programm puilh evit lidañ Mizvezh ar Brezhoneg a-drugarez da galz kevredigezhioù evel-just : […]
5 bloaz zo a oa bet dilezet raktres an aerborzh e Kernitron-al-lann. Hir a oa bet ar stourm ouzh an aerborzh gant trec’h al labourerien-douar benn-ar-fin. Evit kompren anezhi e c’hellot gweladenniñ hon diskouezadeg. Kontañ a ra an istor-se, dedennus ha luziet-kennañ. Digor d’an holl. Digoust. 12 bali an […]
« Goulou zo » en breton signifie « il y a de la lumière » Goulou a vo en hor C’hreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur d’ar Meurzh. Nozvezhioù a-feson a vo kenaozet gant an ASB44 abaoe meur a vloaz dija. Ar programm miz Genver / miz Mae a zo erruet Evit lenn […]
Setu un destenn eus Tangi Manac’h, prezidant abaoe 2016. ” Demat, Goude c’hwec’h vloaz o vezañ Prezidant Yezhoù ha Sevenadur em eus divizet paouez gant ar garg-mañ. E-pad an emvod-meur diwezhañ, Stefan Geffroy an hini eo a zo bet dilennet gant ar c’huzul-merañ. Fiziañs ‘m eus ennañ evit derc’hel da […]
Evit lidañ 10 vloaz ar gouel-meur “Les Zef et mer” e vo kinniget ur c’hilsell luc’hskeudennel gant Myriam Jégat en hor C’hreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur. A-hed he buhez e klaske Myriam Jégat da zastum koun hag eñvor kanerien ha kanerezed, kontourien ha konterezed, sonerien ha sonerezed, skrivagnerien ha […]
Ar Greizenn Sevenadurel Breizhek hag ar c’h/ KDSK a vo digor d’ar Sadorn 17 ha d’ar Sul 18 a viz Gwengolo e framm Devezhioù ar glad. An tem dibabet er bloaz-mañ a zo “ar Glad padus”. Mediaoueg KDSK a vo digor d’ar foran diouzh ar Sadorn hag ar Sul evit kinnig e […]
D’al Lun 5 a viz Gwengolo eo bet kroget ar stummadur 6 miz. Kejet hor boa gant ur strollad nevez leun a startijenn gant kalz raktresoù ha sichant-kenañ. O teskiñ brezhoneg e vimp a-hed 6 miz a-drugarez d’ar stummerien disheñvel hag a-feson. Laouen omp o tegemer anezho e Yezhoù ha […]
Setu distro-skol ar c’hevredigezhioù e Yezhoù ha Sevenadur. Meur a zudi a zo kinniget bep bloaz en hor c’hreizenn : kentelioù e brezhoneg evel-just ha kan, sonerezh, dañs, yoga, broderezh… Kavout a reot a-is roll an obererezhioù reoliek, dreist-holl sizhuniek, kinniget en distro-skol 2022-2023 : D’AL LUN Bodad komz e […]
« Goulou zo » en breton signifie « il y a de la lumière » Goulou a vo en hor C’hreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur d’ar Meurzh. Nozvezhioù a-feson a vo kenaozet gant an ASB44 abaoe meur a vloaz dija. Ar programm miz Gwengolo / miz Kerzu a zo erruet Evit lenn […]
Evit kregiñ hon c’houlzad sevenadurel nevez e tegemerimp al livour Gaël Kasprzak gant e labour diwar-benn an “Dour mor”. D’ar 5 a viz Gwengolo betek an 2 a viz Kerzu e c’hellot dizoleiñ livadurioù an arzour a-wechoù en ur stil skeudenniñ a-wechoù difetisoc’h. A-drugarez d’ar soutilded-se e c’hellot splujañ e-barzh an […]
C’hoarioù kentañ a vo dalc’het e kreiz-kêr Naoned adalek ar 1añ betek an 10 a viz Gouere 2022. Muioc’h a 100 000 den a zo gortozet d’ar gouel dreistordinal-mañ. Kinniget e vo kenstrivadegoù sport (paledoù, sachañ war an tortis, bannañ ar voutellenn blouz, mell-droad ouezelek…) ouzhpenn darvoudoù sevenadurel (sonadegoù, festoù-noz, […]
5 bloaz zo e oa c’hoazh ur sapre chanter e savadur Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan… Hag un nebeut mizioù war-lerc’h e oa digoret mediaoueg nevez KDSK ! Hiziv an deiz ez eo implijet war ar pemdez an 3600 m2 a savadurioù merret gant Yezhoù ha Sevenadur […]
Kregin a ra Fête de la Bretagne / Gouel Breizh hiriv – betek 22 a viz Mae ! An dibenn-sizhun-mañ : Festival ANNE De BRETAGNE e Sulieg / Diskouezadeg el levraoueg, lazoù-kanañ, fest-noz, hag all.
E-pad tost 4 bloaz eo bet Ewan Thebaud kenurzhier YhS. Plijet omp bet gant e labour a-feson, e zibresded hag e vadelezh. Raktresoù all a zo gantañ bremañ. Kalz a blijadur hag a verzh a hetomp dezhañ. Trugarez vras dezhañ evit ar pezh en deus graet evit Yezhoù ha Sevenadur. […]
Miz Meurzh a zo Mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg : abaoe c’hwec’h vloaz dija ! Diskouezadegoù, kejadennoù, prezegennoù, c’horioù ha kalz traoù disheñvel tro-dro ar brezhoneg evit kehentiñ diwar-benn hon yezh ha rannañ hon sevenadur. Ar bloaz-mañ a vo puilh ha liesseurt e Liger-Atlantel c’hoazh. Goulennit ar program […]
Mizvezh ar Brezhoneg a glask treuzkas ar brezhoneg ha kehentiñ diwar-benn ar yezh. Da skouer, penaos deskiñ ar brezhoneg ? A-hed Mizvezh ar Brezhoneg meur a skol Diwan a zigor o dorioù. “E Diwan en em zispak hor skolidi eus ar skol-vamm d’ar c’hlas termen e brezhoneg penn-da-benn. Kevratet gant […]
Disadorn, d’an 19 a viz C’hwevrer e vo an deiz-ha-bloaz ispisial : kant vloaz ar radio ! AlterNantes FM a pedo ac’hanoc’h er Greizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur evit lidañ an darvoud : abadennoù radio dibar, diskouezadeg dedennus evit displegañ istor ar radio, kejadennoù gant tud a-feson. Deuit er […]
Emaomp o klask ur G.C’HENURZIER.EZ SEVENADUREL KEFRIDI : Dindan karg ar Prezidant ha gant asant Burev ar gevredigezh e vo : – kendivizer.ez ar c’hevredigezhioù degemeret war an dachenn. Respont da c’houlennoù an dud ha frammoù an diavaez. Sevel ha hizivaat steuñv oberennoù reoliek pe boentel ar c’hevredigezhioù, embregerezhioù, […]
Distro-skol ar ch’evredigezhioù e vo e miz Gwengolo ha miz Here. Dizoloit an dudioù kinniget e kreizenn sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur : Brezhoneg : Eurvezhioù : Lun 3e : Bodad-komz Lun 8e : live + Meurzh 10e : Kentel komz Merc’her 3e30 : Kentel komz Merc’her 5e30 : Kentel komz […]
32vet Gouel Celtomania Adalek ar 1añ a viz Here betek an 27 a viz Du 2021 e vo 32vet gouel Celtomania e meur a kerioù e Liger-Atlantel. 2 viz evit ober anaoudegezh gant sevenadur brezhonek ha keltiek gant darvoudoù a bep seurt : diskouezadegoù, sine-sondaeg, nozvezhioù lennegel, fest-noz, sonadegoù, pourmenadennoù. […]
Kinnig labour – ASEM – Diwan Sant-Ervlan Kefridi : Dindan kiriegezh renez/skolaer ar skol, e viot e karg Degemer bugale ar c’hlasoù divyezhek (tro dro 18 bugel evit ar re vihan). Aozañ obererezhioù pedagogel. Ober war dro ar vugale ha plediñ ouzh o surentez. Ambroug ar vugale e deskerezhioù […]
Kinnig a ra kreizenn sevenadurel Yehzoù ha Sevenadur ur genstrivadeg foto war tem “Breizh e Liger-Atlantel !” Prizioù zo da c’hounit ! Digoust eo ar genstrivadeg ha digor d’al luc’hskeudennerien amatour pe a-vicher. Penaos kemer perzh ? Lennit ar reolennoù o klikat amañ. Tennit ho foto bravañ ! Ouzhpennit un […]
Kinnig a ra kreizenn sevenadurel Yehzoù ha Sevenadur ur genstrivadeg foto war tem “Breizh e Liger-Atlantel !” Prizioù zo da c’hounit ! Digoust eo ar genstrivadeg ha digor d’al luc’hskeudennerien amatour pe a-vicher. Penaos kemer perzh ? Lennit ar reolennoù o klikat amañ. Tennit ho foto bravañ ! Ouzhpennit un […]
ADDIGORADUR KDSK Goude ur prantad hir a genfinañ e vo adlañset obererezhioù KDSK adalek ar Yaou d’an 20 a viz Mae (14h). Aotreet e vo tremenerezh er vediaoueg ha sellet ouzh al levrioù war al lec’h : 20 den asambles er sal (tro-dro 8 m2 evit pep den), 1 […]
Post labour : Buhezour.ez atalieroù radio Deiziadoù : Da gomañs e miz Gwengolo 2021 Lec’hioù : Roazhon / Naoned / Kemper Implijer : Radio Naoned Kefridi : An animatour.ez a vo karget eus lusk hag eus mont en-dro an atalieroù radio hag eus ar pezh a sell ouzh an obererezhioù […]