Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

13 a viz Gwengolo – Diskouezadeg an distro : “Brucero, an Arzkimiour”

Eus an 13 a viz Gwengolo d’an 8 a viz Here 2024

Livus ha barzhonius eo bed keltiek ha hudek Bruno Brucero. E livadurioù a drugareka speredoù an natur, eus Breselien da Avalon. Implijout a ra teknikoù hengounel evel an akrilik hag an dourliverezh gant pizhder. Kreñv eo danvez e grouidigezhioù.

Gant ul labour pervezh e tizolo an arzour-mañ bedoù diwar faltazi hag a zo huñvreel ha stultennus awenet gant kontadennoù ha mojennoù niverus eus Breizh e-lec’h m’emañ o chom.
Arzour, kemenner, gwiader istorioù, alkimiour skeudennoù, strobineller al livioù : Eñ eo an Arzkimiour.

Evit gouzout hiroc”h : Teuliad kelaouiñ an diskouezadeg

Digor d’an holl.
Digoust.

12 bali an Angevinier – 44800 – Sant-Ervlan
Eus al Lun betek ar Gwener 10e – 5e noz ha d’ar Sadorn 10e – 1e goude merenn

Titouroù : 07.82.70.15.14 / yezhou@yhs.bzh