Abaoe 40 vloaz e rann ar gevredigezh Luc’hskeudennerien Loened Breizh kaerded ar vuhez dre boltredoù. Evit al laboused, ar bronneged, ar pesked, ar bleunioù hag an amprevaned e chom o buhez ouez daoust da gresk ar boblañs.
“Etre lann ha goemon, kizidigezh ouzh Breizh ouez” a zo o pevare levr.
Al lann a daolenn al lanneier, ar c’hleuzioù girzhier. Ar goemon, meskaj bezhin ruz ha gell, a ziskouez splann pinvidigezh ar mor, an iod, strad ar mor hag an aod vev.
El levr ez eus 9 metoù naturel disheñvel luc’hskeudennet.
An diskouezadeg-mañ a ginnig un dibab 40 skeudenn tennet eus daou vetoù naturel : ar stankoù hag ar stêrioù & ar c’hoadoù hag ar goadeg.
Ur wech ouzhpenn e vo kinniget deoc’h un tamm tro e Breizh evit ober anaoudegezh gant al loened. Luc’hskeudennoù dic’hortoz “evit kas muioc’h a zoujañs ouzh an natur”. Pal an diskouezadeg-mañ eo treuzkas karantez al luc’hskeudennerien ouzh loened gouez Arvorig.
TEULIAD KELAOUIÑ evit gouzout hiroc’h
Digor d’an holl – Digoust
Eus al Lun betek ar Gwener 10:00-17:00
Kreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur
12 bali an Añjevinier
44800 Sant-Ervlan
Tramway ligne 3 Sillon de Bretagne / Bus 50 & 54 Angevinière
Renseignement au 07.82.70.15.14 / yezhou@yhs.bzh