Mizvezh ar Brezhoneg a glask treuzkas ar brezhoneg ha kehentiñ diwar-benn ar yezh. Da skouer, penaos deskiñ ar brezhoneg ?
A-hed Mizvezh ar Brezhoneg meur a skol Diwan a zigor o dorioù.
“E Diwan en em zispak hor skolidi eus ar skol-vamm d’ar c’hlas termen e brezhoneg penn-da-benn. Kevratet gant an Deskadurezh Stad emañ hor c’hlasoù ha stummet eo hor skipailhoù evit kinnig ur c’helenn dre soubidigezh. […]
Karout a rafec’h gouzout hiroc’h war ar c’helenn dre soubidigezh ? C’hoant ho peus e teskfe ho pugel brezhoneg evit bezañ divyezhek ? Digor bras eo hon dorioù !”
- D’AR 5 A VIZ MEURZH 2022
Enskrivadur ret / Digor etre 10e ha 6e noz : 06 37 17 34 52 – aep.savenneg@diwan.bzh
C’homlec’h : 23 rue de Verdun 44260 Savenneg
- D’AN 19 A VIZ MEURZH 2022
Etre 9e ha 1e00
Titouroù : skol.sant-ervlan@diwan.bzh
Chomlec’h : 2 bis allée Henri Farman 44800 Sant-Ervlan
Enskrivadur ret : inscriptions.diwan.nantes@gmail.com
Chomlec’h : 160 Rue du Corps de Garde 44100 Nantes
Etre 10e ha 8e noz
Titouroù : ecole@diwan-gwenrann.org
Chomlec’h : rue du sénéchal 44350 Gwenrann
- D’AN 26 A VIZ MEURZH 2022 – Dorioù digor ar Skolaj
Etre 10e30 ha 12e00
Titouroù : 02 40 46 65 91
Chomlec’h : 2 bis allée Henri Farman 44800 Sant-Ervlan
Notenniñ a reomp an emvod foran evit digor ur skol Diwan e Sant-Sebastian-an-Enk d’ar Merc’hed 16 a viz Meurzh / 6e noz.
–> Hag evit gouzout hiroc’h, na chomit ket etre daou ha gweladennit al lec’hienn internet Diwan.