Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Devezh anaoudegezh : qigong, yoga, dañs indiaat

Un devezh anaoudegezh, pleustr hag eskemmoù diwar-benn tri hengoun aziat : QIGONG – YOGA – DAÑS INDIAAT

 

Buhezet e vint e brezhoneg da-geñver Mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg 2022.

 

DIBUN

  • 9e/9e15 : degemer ar berzhidi·iadezed – paeamantoù
  • 9h15/9h30 : reiñ da glevet dibun an devezh
  • 9e30/11e : abadenn QIGONG. Buhezour : Arno ABDUL-SATER
  • 11e15/12e45 : abadenn YOGA. Buhezour : Sébastien GUINIER
  • merenn (sellout izeloc’h ouzh an doareoù)
  • 14e30/16e : abadenn DAÑS INDIAAT. Buhezour : Yvon BOURLÈS

 

PRIZ HA DOAREOÙ

 

Ur priz hepken : 60€ an devezh

Paeamant dre chekenn war al lec’h hepken (pezh arc’hant dizolo ebet, trugarez 🙂

 

Dont gant dilhad klet ha botoù gwevn (sal gant plañchod)

 

Degas ur piknik (merennet e vo a-gevret er sal stok ouzh hini an abadennoù – skinfornioù ha lec’hioù dour kerzet)

 

Live rekis ebet.

Hini ebet e brezhoneg kennebeut : dre soubidigezh e vo an devezh.

Da bep hini e lezomp ar frankiz da dennañ ar pep gwellañ eus an abadennoù, pe live bennak a vefe gantañ·i.

 

ENSKRIVAÑ AMAÑ

yezhhayeched@gmail.com

A-RAOK ar sadorn 5 a viz C’hwevrer

niver a dud bevennet

 

Ma vefe re vihan an niver a berzhidi·iadezed pe re redius ar reolennoù yec’hed deomp e viromp ar gwir da nullañ an darvoud hogen kelaouiñ a rafemp ac’hanoc’h un nebeud deizioù en a-raok evel-just.

 

 

Date

05 Meu 2022
Expired!

Time

9 h 00 min - 16 h 00 min

Cost

60 €

Location

Centre culturel Yezhoù ha Sevenadur
Category

Organizer

Yezhoù ha Yec'hed