
Diskouezadeg “Marcelle ha Añjela”
Div varzhez eus an XXvet kantved eo Marcelle Delpastre hag Añjela Duval. An hini gentañ a zo okitanadez, eben a zo eus Breizh. An div a oa stourmerezed o yezh hag o douar.
An diskouezadeg a ginnigo deoc’h ober anaoudegezh gant oberennoù ha buhez an div vaouez pouezus-mañ e-keñver ar varzhoniezh a-vremañ e yezhoù rannvroel.
E framm gouel-meur Les Celtomania
Digor d’an holl.
Digoust.
12 bali an Angevinier – 44800 – Sant-Ervlan
Eus al Lun betek ar Gwener 10e – 5e noz ha d’ar Sadorn 10e – 1e goude merenn
Titouroù : 07.82.70.15.14 / yezhou@yhs.bzh