Diskouezadeg “War hent Kledenn-Poc’hêr : gwiskamantoù Breizh” gant Levenes de Cleden-Poher
E luc’hskeudennerez en e zorn, aet e oa Lévénès de Kleden-Poc’hêr da gejañ gant dañserien kelc’hioù keltiek er 5 departamant Breizh evit tapout poltredoù dañserien.
Brav-eston eo an disoc’h ! Pep luc’hskeudenn a vez adwelet ha frammet goude-se. Gant al labour dreistordinal-se, n’ouzer ket mui hag-eñ e vez anv eus ul luc’hskeudenn pe un daolenn livañ klasel doare Rembrandt per Vemeer!
Gant pep taolenn ez eus ur QR Code hag a gas an arvester war-zu un destenn kinnig eus an den hag ar gwiskamant a zo gantañ, dre skrid, dre selaou, e brezhoneg hag e galleg.
Digor d’an holl / Digoust.
12 bali an Angevinier – 44800 – Sant-Ervlan
Eus al Lun betek ar Gwener 10e – 5e noz ha d’ar Sadorn 10e – 1e goude merenn
Titouroù : 07.82.70.15.14 / yezhou@yhs.bzh
Liammet gant an diskouezadeg :
- D’an 9 a viz Genver – 6e30 noz – Lid-digeriñ an diskouezadeg & Sonadeg :
Evit lid-digeriñ an diskouezadeg “War hent Kledenn-Poc’hêr” e vimp laouen o tegemer Lévénès de Kleden-Poc’hêr, ul uc’hskeudenner entanet hag entanus. Displegañ a raio deomp an hent personel a zo bet kaset gantañ da gas ar raktres-mañ da benn.
E framm hor c’hevelerezh gant ar gouel-meur “Les zef et mer” hag evit reiñ son d’an diskouezadeg-mañ ma vez lakaet ar merc’hed en enor e vo kinniget deoc’h an abadenn “Gwragez, Enez ar maouezed” gant ar bianoourez Caroline Faget hag ar c’haner ha talabarder Pêr-Vari Kervarc’heg. Ur gronikenn kanet eus istor dishualadur ar maouezed e kevredigezh Breizh.
- D’ar 21añ a viz Genver – 8e noz : Prezegenn & kontadennoù
Asambles gant Kenleur kevread ar c’helc’hioù keltiek ha da-geñver diskouezadeg Lévénès e Kledenn-Poc’hêr e tegemeromp Michel Guillerme, un dastumer sot gant ar gwiskamantoù breizhek, evit ur soubidigezh voemus e-kreiz sevenadurioù gwiskamantoù Bro-Naoned.
Ha dre m’eo Breizh-Uhel a vo enoret e teuio Yves Bourdeau, konter gallaouek da gontañ deomp istorioù kontadennoù ha mengleuzioù en deus ar sekred diwar-benn tem an nozvezh.