GOULOÙ ZO : Abadenn c’hoarioù e brezhoneg gant Sten Charbonneau
An embregerezh Aplud a oa bet savet gant Sten Charbonneau. A-drugarez dezhi daou c’hoari pedagogel “Din an dorn” ha “Klask ar ger” a oa bet embannet. Ar c’hoarioù-se a zo implijet gant skolajidi hag e-kerzh kentelioù an noz da skouer.
An animatour “Ar Seizh Amzer” a oa bet Sten Charbonneau ivez (war ar radio publik France Bleu Breizh Izel). E-pad 9 bloaz e oa bet ! Anavezout a ra mat ar boelladenn-se. Da lâret eo : un nozvezh a-feson ha fentus e vo er Greizenn Sevenadurel Breizhek d’an 22 a viz Meurzh !
Adalek 8e noz.
Priz dieub.
Enskrivadure ret / Trugarez da leuniañ an teul-mañ (klikit amañ).