Gouloù Zo : Brezhoneg e Liger-Atlantel
Merket eo bet ivez bed ar yezh Bro-Naoned gant donedigezh ar Vretoned hag o yezh en Arvorig. Hervez testeni istorel e veze komzet bemdez ar brezhoneg e Naoned er Grennamzer. Chomet e oa ar yezh muianiver e gourenez Gwenrann betek penn kentañ an XXvet kantved, ar pezh a vez santet kreñv el lec’hanvouriezh lec’hel.
Tost da 1000 skoliad e 27 skol divyezhek a ra war-dro dazont ar brezhoneg el Liger-Atlantel hiriv.
Anton Chatelier, klasker e Roazhon 2 ha Visant Roue, rener ar Pol studi ha diorren en Ofis Publik ar Brezhoneg, a zeuio da sklêrijennañ diwar-benn an istor-se, e vremañ hag e zazont.
Prezegenn e brezhoneg gant ur servij jubenniñ.
Nozvezh kenaozet gant an Ajañs Sevenadurel Breizhek 44 & an OPAB
E framm Mizvezh ar Brezhoneg,
E Kreizenn Sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur