GOULOU ZO : DIZOLEIÑ AR BALS FOLKS
Muioc’h a zouster, muioc’h war ar prim, muioc’h kof-ha-kof… Muioc’h-muiañ a zañserien a zo plijet gant an dañsoù folk, un doare dañsoù hengounel disheñvel diouzh ar fest-noz.
Sonerien ha dañsourien eus bedig ar Bal Folk e Naoned a zeuio en hor c’hreizenn evit buheziñ un nozvezh dañsoù. En eurvezh kentañ a vo aozet un atalier deskiñ evit an deraouidi.
Deuit da bleustriñ, da seniñ ha da zañsal !
Adalek 8e noz e Kreizenn sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur
12 bali an Añjevinier – 44800 – Sant-Ervlan
Digor d’an holl
Priz dieub