
GOULOU ZO : KEJADENN GANT GUILLAUME JAN DIWAR-BENN E LEVR « ALIAS JAN »
Guillaume Jean a oa ganet e 1824. A-hed e grennoad en doa foetet bro Breizh a-raok beajiñ tro-dro ar bed abaoe mammennoù Nil betek Himalaya.
Ar skrivagner Guillaume Jan, e dost heñvelstumm, en doa dizoloet kalz poentoù boutin gant an den-se. An daou a zo hunvreer, frank ha gouez. Kresket o doa e Breizh hag o doa beajet er memes lec’hioù. Kousket o doa war ar memes ribl Mor Adria, kerzhet o doa war ar memes hentoù e Bulgaria hag e Persia, krapet o doa war ar memes menezioù.
Un istor dreistordinal ! Deuit niverus da selaou !
Adalek 8e noz e Kreizenn sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur
12 bali an Añjevinier – 44800 – Sant-Ervlan
Digor d’an holl
Priz dieub
12 bali an Añjevinier – 44800 – Sant-Ervlan
Digor d’an holl
Priz dieub