GOULOU ZO : Prezegenn divyezhek gant Katell Chantreau diwar-benn “Treuzkas ar yezh e-barzh ar familh”
Penaos ‘mañ kont gant implij ar brezhoneg er gêr gant ar gerent vrezhonek ?
Kant bro kant giz kant hiviz : da beb tad ha mamm e doare da verañ an afer-se. Ar choazoù yezhel, evel un toullad choazoù all, ne zeuont ket deus forzh pelec’h ‘vat, na deus youl an den e-unan hepken. Ur bern traoù e vez levezonet gante choazoù yezhel ar gerent : an oad hag ar mod m’eo bet desket ar brezhoneg, an dalvoudegezh bet roet d’ar yezh en istor personel, ar santimant barregezh war ar brezhoneg, ar jener, ar pried, ar vugale, ar rouedad skoazell, ha me oar.
Pouezus eo bezañ emskiant eus an elfennoù-se evit ijinañ doareoù da souten an tadoù hag ar mammoù zo en em lañset b’an treuzkas brezhoneg d’o bugale.
Adalek 8e noz
Digor d’an holl
Kenaozet gant an ASB44
E Kreizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur
12 bali an Añjevinier
44800 Sant-Ervlan