Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Nozvezh an ijin hag ar Faltazi

Evit klozañ diskouezadeg Bruno Brucero e pedomp ac’hanoc’h evit un nozvezh gouestlet d’an ijin ha d’ar faltazi e brezhoneg !
 
Evit en ober, tri c’houviad a responto d’ar goulennoù ar gazetennerien Radio Naoned, e-pad un abadenn “Tarzh an noz” war-eeun eus an diskouezadeg, adalek 7e30. Lakaet ‘vo ar gaoz gant Alan Dipode diwar-benn e droidigezh eus an “Hobbit” hag “Aotrou ar gwallenoù”. Josh Tyra, un amerikan o komz brezhoneg en doa skoazellet anezhañ war ar pezh-mell labour-se. Ganeomp e vo a-bell eus Kêr-Chicago. Jerom Olivry eus an ti-embann Al liamm a vo amañ evit kinnig deomp an “Atlas ar bedoù faltaziek” nevez-embannet ganto. Ur pezh-mell levr diwar-benn oberennoù 10 skrivagner brudet eus ar bed-se (Tolkien, Pratchett…) gant kartennoù hag engravadurioù.
 
Ur servij jubenniñ ‘vo kinniget d’ar re divrezhoneg.
 
Goude an abadenn e vo moaien deoc’h eskemm gant ar c’houvidi e yezh a garot.
 
Kreizenn Sevenadurel Breizek Yezhoù ha Sevenadur
12 avenue de l’Angevinière
44800 Saint-Herblain
Tram 3 “Sillon de Bretagne”
Renseignements au 07.82.70.15.14 / yezhou@yhs.bzh

Date

08 Her 2024
Expired!

Time

19 h 30 min

Location

Centre culturel Yezhoù ha Sevenadur

Organizer

Yezhoù ha Sevenadur
Phone
07 82 70 15 14
Email
yezhou@yhs.bzh

Other Organizers

Agence Culturelle Bretonne de Loire-Atlantique