Nozvezh lennegel gant Fanny Bugnon
E framm gouel-meur Les Celtomania e vo kinniget deoc’h gant Fanny Bugnon, kelennerez-klaskerez e Roazhon 2, he levr diwezhañ “An dilennadeg difennet”.
E 1925, maouezed o doa lakaet o anvioù evit an dilennadegoù kumun dindan ar banniel komunour daoust ma ne oa ket c’hoazh ganto ar gwirioù na da votiñ ganto na da vezañ dilennet. En o- touez, e oa Josefin Pennkalet, e Douarnenez. Merc’h ur martolod, he doa kemeret perzh en harz-labour bras ar Penn-Sardinerezed e 1924. Trec’h e oa bet ganti. Evit ar wech kentañ er vuhez politikel Bro-Frañs e oa bet dilennet ur vaouez ! Met nullet e oa an dilennadeg. Nebeut a dud en doa derc’hel soñj eus Josefin Pennkalet a-raok ar bloavezhioù diwezhañ.
Ober a raimp anaoudegezh ganti a-drugarez da Fanny Brugnon.
E stal-levrioù La Géothèque– Straet Racine – Naoned