Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Rozenn Talec & Yannig Noguet

Sed aze un diskouez eus tost pemzek bloavezh kenlabour an daouad anavezet mat eus al leurenn Breizh a-vremañ a ro deomp da selaou en albom-mañ. 

Goude “Mouez an Diaoul”, e 2013, Gali galant e 2015 ha “Dindan Dilhad  Dindan” e 2018  Ur pevare albom gwisket gant danvezioù hag a blij dezho. Satin evit ar garantez, voulouz evit ar sked ha lin evit an traoù naturel. Sonioù da ziskouez, testennoù da gemer lañs.
Evel kustum e c’hoariont etre gevier ha gwirvoud, e lestront ac’hanomp en o stiloù hag en o istorioù. E linennoù sonerezh Melezour ez eus bet savet ur gwriziennet ha fresk eus ar sonerezh breizhek bev da zañsal hiziv an deiz. Dirak o melezour n’o deus ket kemeret ur roufenn. Livioù flamm ha radikal ha kaer-eston! Kenaozañ a reont diouzh o skeudenn diouzh o reolennoù hag o gwirvoud.

En desped d’an amzer o tremen ez eo kreñvoc’h ha padusoc’h c’hoazh heklev Rozenn Taleg ha Yannig Noguet. Un taol kaer a sked : Ur melezour keveler. 

Sonadeg aozet gant Yezhoù ha Sevenadur e framm Gouloù-meur Les Hivernales ha Celtomania.

Sondage er sal sonerezh e CSC Erv Breizh e Sant-Ervlan.
Priz dieub – Lakaat ho anv : yezhou@yhs.bzh – 07.82.70.15.14 

Date

28 Du 2024

Time

20 h 30 min

Location

Centre Socio Culturel du Sillon
Category

Organizer

Yezhoù ha Sevenadur
Phone
07 82 70 15 14
Email
yezhou@yhs.bzh