Dre ar brezhoneg pe dre ar galleg e c’hellit dizoleiñ pinvidigezh dalc’had KDSK, Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek.
An holl zañvez lennegel embannet e brezhoneg hiziv an deiz a ya d’ober darn pouezusañ an dalc’had, a zo digor ivez war lennegezh Breizh e galleg ha war lennegezh an holl yezhoù keltiek all.
Un dalc’had arbennik evit deskiñ ha kelenn ar yezh (hentennoù deskiñ ha kelenn, kelennadurezh, …) a vez kinniget ivez gant KDSK.
Ouzhpenn 18 000 teul en holl a zo da vezañ sellet war al lec’h, digoust, gant an holl, bras ha bihan ! Darn brasañ an teulioù-se a c’hall bezañ amprestet e skourr Sant-Ervlan.
Activités :
- Mediaoueg, kreizenn dafar : 17 000 teuliad e galleg, brezhoneg ha yezhoù keltiek all; muioc’h eget 400 kelaouenn
- Digor d’an holl (skolajidi, liseidi, studierien, klaskerien, …)
- Sellet war al-lec’h digoust
- Darvoudoù : dorioù-digor, nivereladur skridoù kozh, merañ dalc’hadoù
KDSK – Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek
12 bali Angevinière
44 800 Sant-Ervlan
02.51.80.72.41
kdsk.bro.naoned@gmail.com
https://kdsk-crcc.wixsite.com/kdsk
http://www.kdsk.bzh:8080/