Evel bep bloaz, setu miz Meurzh ha setu Mizvezh ar Brezhoneg gantañ.
Evit luskañ ar yezh ha rannañ he finvidigezh e vo kinniget deoc’h atalieroù, abadennoù, prezegennoù gant kevredigezhioù a bep seurt… kalz darvoudoù tro-dro d’ar brezhoneg hag e brezhoneg d’ar peurliesañ.
Setu ar programm !
- D’ar Sadorn 2 – 5e goude merenn e Gwinieg Breizh (ZAD) : Prezegenn ha Fest-noz
Prezegenn gant kazetenerien Splann war “kazetennerezh enklask e Breizh”.
Fest-noz ha sonadegoù gant : Litha, Berrjul, Maela et Anouk, Aguesse / Sparfell, Kerneur / Gautier
- D’ar Meurzh 5 – 8e noz / Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan : Nozvezh c’hoariaoù “Doubl 6”
Evit amprouiñ ha prizañ ar c’hoarioù e framm gouel-meur ar c’hoarioù Sant-Ervlan
- D’ar Meurzh 12 – 10e / Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan : Prizioù ar vugale
Lid-roidigezh ar prizioù e brezhoneg buhezet gant bugale ar skolioù hag ar skolajoù divyezhek
- D’ar Meurzh 12 – 8e noz / CSC Erv Breizh e Sant-Ervlan : Beilhadeg kanet yezhoù Europa
Beilhadeg heñchet gant an arzourez Caroline Foulonneau evit rannañ kanaouennoù eus broioù disheñvel – e framm gouel-meur Eurofonik
- NULLET / D’ar Yaou 14 – 6e noz / Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan : Taolenn an Hin
Un abadenn diwar-benn an endro aozet gant Kentelioù an Noz
- D’ar Merc’her 13 – 6e noz / Sal Paul Fort e Naoned : Enrolladenn Prizioù dazont ar brezhoneg
Abadenn divyezhek (gant dafar jubenniñ) filmet et enrollet e Naoned evit bezañ skignet da c’houde war France 3 Breizh
- D’ar Gwener 15 – 6e30 noz / Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan : Lid-digeriñ diskouezadeg Gigi Le Merdy
Al livourez a ginnigo he labour a-raok ur brezegenn gant Jean Guiffan diwar-benn “An enlivadurioù iwerzhoneg e VIet / IXet kantvet”
- D’ar Sadorn 16 – 10e vintin / Naoned ha Sant-Ervlan : Dorioù-digor skolioù Diwan
Fellout a ra deoc’h dizoloiñ ar c’helenn Skolioù Diwan ?
- D’ar Sadorn 16 – 10e vintin / Naoned : Dorioù-digor Skolaj divyezh Rutigliano
Fellout a ra deoc’h dizoloiñ ar c’helenn Skolaj Rutiglianno ?
- D’ar Sadorn 16 – 10e vintin / Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan : Bodad-lenn gant Koulizh Kedez
Bodad lenn e brezhoneg dreistordinal. Laouen e vimp o tegemer Koulizh Kedez, skrivet gantañ “Va Yezh din-me”.
- D’ar Sadorn 16 – 2e goude merenn / Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan : Prezegenn gant Michel Feltin-Palas ha Koulizh Kedez diwar-benn “Ar yezhoù minorelaet e Bro-C‘hall”
Prezegenn ha kejadenn diwar-benn stad ar yezhoù minorelaet e Frañs gant ar barzh brezhonek Koulizh Kedez, skrivet gantañ « Va Yezh din-me » ha gant ar c’hazetenner Michel Feltin-Palas.
- D’ar Sadorn 16 – 8e30 noz / Stereolux à Naoned : Sonadeg Kaolila
E framm gouel-meur Eurofonik / gant Mouvman Alé
- D’ar Sul 17 – 5e noz / Little Atlantique Brewery (LAB) e Naoned : Sonadeg Ramoneurs de menhir
Deuit da selaou ar Ramoneurs de Menhir evit lidañ Gouel Padrig !
- D’ar Meurzh 19 – 8e noz / Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan : Nozvezh c’hoarioù video enlinenn e brezhoneg
Kejadenn evit c’hoari gant Kwizz GeoGuessR ha Skribble.io gant Tiez ar Vro enlinenn / Digor d’an holl.
- D’ar Yaou 21añ – 7e noz / Lutin de Travers e Naoned : Karaoke e brezhoneg
Kit war hor chadenn YouTube evit pleustriñ : KLIKIT
- D’ar Sadorn 23 – 10e vintin / Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan : Atalier sonerezh evit ar vugale 6-8 vloaz
Tañva d’ar sonerezh evit ar vugale e brehzoneg. Buhezet e vo gant Valerie, kuzulierez ar gevredigez hag ATSEM er skol Diwan St-Ervlan.
- D’ar Meurzh 26 – 8e noz / Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan : Nozvezh troioù-lavar Gallaoueg / Brezhoneg
Deuit kemer perzh gant Yves Bourdaud ha Patrick Dreano
- D’ar Yaou 28 – 8e noz / Lutin de Travers e Naoned : Tañva Brezhoneg ha Gallaoueg
Un abadenn aozet gant Kentelioù an Noz. Haï don ! Deomp de’i !
- A hed-ar miz / facebook brezhonegevitarvugale : Ur ger bemdez
war : https://www.facebook.com/brezhonegevitarvugale
Klikit war ar skeudenn evit gwelout ar stumm paper