Patati zo ur raktres anezhañ, gant ar c’hoant da zigeriñ ur greizenn dudi brezhonek e Bro-Naoned.
Diwar c’houlenn tud skol Diwan Sant-Ervlan eo bet ganet ar gevredigezh. He fal eo, diskoulmañ kudennoù diwall bugale ar skol da Verc’her ha gallout kinnig d’an holl vugale a oar brezhoneg hag a zo etre 3 bloaz hag 11 vloaz en em gavout asambles da c’hoari pe da zudiañ e-kerzh ar vakañsoù-skol.
Dreist-holl e vo kinniget gant Patati ur benveg nevez e servij ar yezh e Bro-Naoned. Evit en ober e vimp degemeret e Yezhoù ha Sevenadur, ar greizenn sevenadurel breizhek e Liger-Atlantel. Gant Yezhoù ha Sevenadur emañ ar peadra d’ober un degemer a-feson d’ur raktres kreizenn dudi : liorzhoù ha porzhioù azasaet evit ar vugale, salioù liesimplij ha privezioù evit ar re vihan, ur predva.
Ma’z a mat pep tra e vo roet lañs d’an degemer da vare vakañsoù Pask 2025. Ar skipailh dave a labour tenn evit dont a-benn d’en ober.
darempred : darempred@patati.bzh