Regroupement d'associations bretonnes – Lieu de pratiques culturelles et sportives – Offre de salles et d'hébergement

Skol an Emsav

Deskiñ ha dudi e brezhoneg evit an dud deuet

Er bloaz 1969 e oa bet savet Skol an Emsav (SAE) evel un aozadur sevenadurel gant Pol Kalvez, Bernez Rouz, Lukian Kergoat, Martial Ménard, Yann Guillamot ha Tangi Louarn.

Kelenn brezhoneg eus un tu ha brudañ ar yezh hag ar sevenadur zo stag outi eo palioù ar gevredigezh.

Ur greizenn-stummañ evit an dud deuet eo ar gevredigezh ivez, hiziv an deiz. Kinnig a ra kentelioù sizhuniek, stajoù ha dudi e brezhoneg, e Roazhon dreist-holl hag e Breizh-Uhel, betek Dinan ha Naoned (Sant-Ervlan).

Staliet eo penngreizenn Skol an Emsav e kreiz kêr Roazhon : 8, trolec’h Sant-Albin (Metro Santez-Anna).

Deskit brezhoneg !

Stummadurioù hir war ar brezhoneg, e Roazhon ha Naoned, kentelioù sizhuniek e bro Roazhon hag enlinenn, stajoù… A bep seurt doareoù da zeskiñ ar yezh ha d’ober ganti a vez kinniget gant Skol an Emsav !

Stummadurioù

Skol an Emsav a ginnig stummadurioù micherel d’an daoulamm evit an dud a fell dezhe ouzhpennañ ar brezhoneg d’o barregezhioù, gant ar soñj mont war-raok gant o labour pe cheñch micher.

Ar stummadurioù micherel war an daoulamm a zo digor d’an holl (tud dilabour, implijidi, kelenerien…) hag arc’hantaouet gant ar Rannvro.

Abadoe 2006 e vez kinniget gant ar greizenn ur stummadur micherel 6 miz 840 eurvezh kelenn ennañ. Pal ar stummadur-mañ eo tizhout al live B1 d’an nebeutañ.

Ur stummadur barrekaat 3 miz war an daoulamm a zo digor d’ar vrezhonegerien hag a faot dezhe mont war-raok gant ar brezhoneg ha puilhaat o anaoudegezh eus ar yezh. Da heul ar stummadur 6 miz e vez heuliet Mont pelloc’h ganti, hogen digor eo d’an holl gant ma vo boulc’het diwar al live rekis.

Stummadur 2023-24

Kentelioù sizhuniek

30 kentel 1e30 eus miz Gwengolo betek miz Even Dalc’het e vo ar strollad gant 10 den da nebeutañ. D’ar strolladoù bihanoc’h e vo kinniget dasparzhañ ar skolidi etre strolladoù all.

Kinnig e vez ar c’hentelioù e Roazhon, Bruz, Moñforzh, Beuzid-ar-C’hoadoù, Dinan, Argantred-ar-Genkiz ha Felger. Kentelioù a-bell a vez dalc’het dre vizio ivez evit an holl liveoù.

Stajoù

Tri staj a vez raktres a-hed ar bloaz : 

  • un dibenn-sizhun staj e Dinan e miz Ebrel
  • ur sizhunvezh staj e Roazhon
  • ur sizhunvezh staj e Naoned aozet asambles gant Kentelioù an Noz

Embann

  • Bremañ – Keleier eus Breizh hag eus ar bed a-bezh
  • #brezhoneg – Kelaouen bedagogel 
  • Deiziataer e brezhoneg
  • Hentenn Oulpan
  • Les 1000 premiers mots

 

Skol an Emsav

02 99 38 75 83
degemer@skolanemsav.bzh
http://www.skolanemsav.bzh/

Facebook hag Instagram