Un diskouezadeg hag a pad 3 sizhunvezh. Abadennoù ha meuleudioù plijus Abadennoù aozet evit skolajidi e Gutenberg hag e Diwan Ur weladenn heñchet evit tud kozh “Espaces et vie”. Ul lid-digeriñ puilh hag e sonerezh ! Un abadenn radio diwar-benn Tolkien hag ar bedoù faltaziek gant Alan Dipode troer Hobbit […]
brucero
Evit klozañ diskouezadeg Bruno Brucero e pedomp ac’hanoc’h evit un nozvezh gouestlet d’an ijin ha d’ar faltazi e brezhoneg ! Evit en ober, tri c’houviad a responto d’ar goulennoù ar gazetennerien Radio Naoned, e-pad un abadenn “Tarzh an noz” war-eeun eus an diskouezadeg, adalek 7e30. Lakaet ‘vo ar gaoz […]
Evit gouzout hiroc’h diwar-benn nozvezh hon distro, klikit war al luc’hskeudenn-se 🙂 fotoioù : Aude Merrien-Maas
Laouen omp o tigeriñ hor c’houlzad nevez gant diskouezadeg Brucero, un arzour eus ar bed keltiek a-vremañ. Evit echuiñ al lid-digeriñ e vo skignet tresadennoù graet gant Brucero war-eeun gant sonerezh Gwenaelle Ambühl, telennerez a-feson. E framm gouel-meur Les Celtomania
Livus ha barzhonius eo bed keltiek ha hudek Bruno Brucero. E livadurioù a drugareka speredoù an natur, eus Breselien da Avalon. Implijout a ra teknikoù hengounel evel an akrilik hag an dourliverezh gant pizhder. Kreñv eo danvez e grouidigezhioù. Gant ul labour pervezh e tizolo an arzour-mañ bedoù diwar faltazi […]