E 2019 e oo ganet Radio Naoned. Skourr Radio Kerne e Bro-Naoned eo, met ivez ar media hollvrezhonek kentañ e Liger-Atlantel. Radio Kerne a skign dre gwagennoù FM Penn-ar-Bed abaoe 1998. Klevet e vez e brogrammoù 100% e brezhoneg eus dorioù An Oriant da Vrest dre ar 90.2, 92.0 ha […]
radio naoned
D’ar 1añ a viz Meurzh e vo un abadenn ispisial ! Evit lañsañ Mizvezh ar Brezhoneg, Radio Naoned a kinnigo deomp un abadenn war-eeun. Enrollet er Greizenn Sevenadurel Breizhek Yezhoù ha Sevenadur ha skignet war Radio Naoned hag AlterNantes FM. Digor d’ar publik !
Post labour : Buhezour.ez atalieroù radio Deiziadoù : Da gomañs e miz Gwengolo 2021 Lec’hioù : Roazhon / Naoned / Kemper Implijer : Radio Naoned Kefridi : An animatour.ez a vo karget eus lusk hag eus mont en-dro an atalieroù radio hag eus ar pezh a sell ouzh an obererezhioù […]
Ur sapre avañtur eo bet digeriñ RADIO NAONED ! Heuliet omp bet gant kameraioioù Anne Gouerou ha Kenan an Habask e-pad ur bloavezh hanter. Disoc’h o labour, un teulfilm 49mn, ‘vo skignet a dammoù adalek an 10 a viz Genver bep Sul vintin da 10e10 war Frañs 3 Breizh e […]
Bez e vi eus Radio Naoned ! Media holl vrezhoneg kentañ e Naoned ! Un araokadenn istorel evit ar yezh hag ar vro. Aotreet eo bet Radio Kerne gant ar CSA da zigeriñ ur radio e Naoned e mod DAB+ (Radio Niverel ouarel). Kregiñ a raimp gant ar skignañ e penn-kentañ 2019. […]